• C'HOARIOU NEDELEG 2015

    Sten Charbonneau a zo bet er skol evit diskouez deomp c'hoariou :
    Ar c'hoariou a oa anvet:- « Klask ar ger » ha « Din an dorn ».
    Profet int bet deomp evit Nedeleg.

    https://www.facebook.com/aplud/

     


    votre commentaire
  • Deuet eo Fanny ha Maï Ewen er c'hlas evit deskiñ deomp skrivañ Haiku.
    A-raok hon eus lennet unan eus bro Japan.
    Evit sevel un haiku eo ret kaout 3 frazenn:
    1 gant 5 silabenn, unan all gant 7 hag unan gant 5.

    Hor haikuioù a vez kavet war lec'hienn Taol Kurun.

    Haiku


    votre commentaire
  • Paouez a rin da skrivañ gant fazioù.

    Paouez a rin da ambetiñ ma breur.

    Kenderc'hel a rin renkañ ma gambr.

    Ober a rin sport.

    Sevel a rin kanaouennoù.

    Zoé


     

    Sport a rin.

    Debriñ a rin bemdez.

    Prenañ a rin ul « limouzin ».

    Mont a rin er skinwel.

    Erell


    votre commentaire
  • D'ar Meurzh 8 a viz Kerzu omp bet gant klasadoù Odile ha Gwendoline e Sal Jean Moulin.

    Ar strollad Voilà Voilà a oa

    Abadenn Jazz  2015.

    Ar binvioù sonerezh e oa: ur gourvioloñs, ur piano, hag ur batiri.
    Kanaouen da zañsal e oa.
    Kanet hon neus ivez.
    Plijus e oa an abadenn Jazz.


    votre commentaire
  •               
    D'ar meurzh 1an a viz Kerzu 2015 eo deuet Alain un den eus an EDF.

    An tredan


    Komzet en deus eus an tredan

    An tredan


    Degaset en deus eur voull tredan

    An tredan


    Komzet en deus diwar esperniañ an tredan.   
    Ha  graet hon eus ur c'hoari :
    ret e oa renkañ ar binvioù tredan e rummadoù :
    lakaat da fiñval, tommañ, sklerijennañ pe media.

     goulou  media  keflusker  tommañ
     

    An tredan

     

    An tredan

     

    An tredan

     

    An tredan

     

    An tredan


        


    votre commentaire